samedi 22 octobre 2016

Tommder bras an hañv


Kreskañ a ra mat ar c'hourjetez,























Mes a-wezhoù sec'hed eo ar c'houloudr. Plij a rahe dezhe evañ un tamm dour a dremen just e-tal! 

 























 Deizoù e oa hon eus  nec'het dourañ an ervennoù get dour al lenn ag a zo goloet gand bezhin glas, pa ziskenn live an dour goude an usin dour da evañ en deus kemeret dour. Pad a ra un devezh ha goude o deus laosket dour ar stank Treualre hag a zo 1 km uhelloc'h war ar ster, e ya kuit ar bezhin

OLYMPUS DIGITAL CAMERA
An dra-se a ra just a-us ar rannvell un daolenn brav tre !

Ar re-vravañ ar jardin a zo an Amarantus caudatus e galleg "Amaranthe nez d'éléphant", mat eo an del da zebriñ mes er laosket hon eus kreskiñ ken brav int!
Emaint é tiskouez an oabl ne ro ket awalc'h a c'hlav !

 Mesket int etre Te ar jardin, kourjetez ha fav glas


Bleunioù, plantoù gwez ha legumav a vev asambles evit gwelañ plijadur an amprevaned



Troioù-heol gand fav da grapañ,
 Seregenn vras

Gwas pe arwas, gand ur marc'h-raden warne
Ur sort troell-garzh glas mesket gand fav glas ha saoj ruz

Setu dija frouezh an diskar-amzer !

Ur sort kouloudrenn etre fav glas hag ul letuz é bleuniañ
Ar re batidou a-us tomatez

Ar c'houloudrennoù kistin a ya er-maez ag an ervenn
Maïs pop- korn ha fav da grapiñ dirak kaol a Vilan 


















  














Er fin ez eus gopr ar jardinerez :  

kourjetennoù gwenn, glas pe ront, fav glas, ognon, betrav.... leun eo ar paner tost bemdez !





jeudi 25 août 2016

An hañv eo !

 An hañv eo ! Strujusted ha leizh !

Foto : Basile Montagne
D'an 3 a viz Gouere, ar bern bras gwelet d'an tu all d'al lenn

Foto : Basile Montagne


Foto : Basile Montagne

Foto : Basile Montagne
Patatez gant bleunioù,
Er foñs, piz bihan é krapiñ














War bord al lenn, kapusin, amarant, kourjetez a Nis



















Beotez lieslivet, irvin ha ognon














Fav, roked pe roched, Irvin ha ognon mesket









E fin miz Mezheven hag e miz Gouere, e ya da stankaat an dastumadegoù

 


 Serriñ patatez "Charlotte" ha Vittelotte" gand ar vugale

 











 Piz bihan, piz da zebriñ bep tra melen, ognon gwenn, fav ha betrav ruz da rannañ a wezhoù gand ar muenned...

Plantañ pour



Hadennoù koriandr hag anet







 

 Goude gounid ar batatez e vez priañtet ar gouañv en ur blantañ ar pour am eus hadet e miz c'hwevrer e-barzh un ti-gwer plastek. Dalc'hiñ a reomp hadiñ, amañ : Koriandr hag anet.

 

 

 

 



vendredi 29 juillet 2016

Disoc'hoù kentañ kennerzhus



Krog a ra an ervenn da c'hlasaat da vad e miz Mae. 

Dastumed hon eus an irvinnoù kentañ  etre ar letuzennoù, edan ar sezo a vro Sina...

recolte radis

Amzer da blantañ ar c'hourjetez hag an troioù-heol 

14635776833112016 05 15 163

pa eo J é kampenn an toull evit kas an dour edan ar bern pa z'eus re a zour.

 

 Pegen brav é welout dre a-us ar saladennoù war an ervennoù !

IMG_20160522_193118

E miz Mezheven e grap buan ar piz bihan. 

Brav kenañ eo ar fav hag ar beotez lieslivet. Diwan a ra ar fav glas pe sec'h. Kreskañ a ra buan an ognon hag ar chalotez. 

IMG_20160610_184142_1

 Lakaed hon eus ur c'hael evit an  tomatez, ar fav da grapañ ha ar maïs pop-korn.
A feson eo ar roked. En em chikañ a ra an aroch hag ar patatez.

IMG_20160610_184036_1 

IMG_20160610_184000_1

Krog a ra ar sivi d'ober frouezh

Mes, siwazh, edan an avaloù-douar a gresk re int ! Aet eo ar sezo a vro Sina e bleunioù, mat e vo evit ober had !

IMG_20160610_183844

Hag eo ret plouzañ mat

gand an amzer sec'h a grog, foata ket sellout doc'h an douar...

Daou vern all oc'hpenn



Daou vern all oc'hpenn !

 

Dalc'het hon eus  sevel bernioù all bihanoc'h mes, alkent,alkent ! 

IMG_20160403_181341





Kroged hon eus gant tijennoù  houarn ha brankoù bambou plezhaet
2016 04 04 015
Gwiskadoù kaoc'h-kezeg, geot ha foen
IMG_20160418_164113
Hag evid echuiñ douar.
IMG_20160610_183931
Setu an disoc'h e penn-kentañ miz mezheven

-E miz Gouere eo bet debret tost tout ar saladennoù, ken mad e oant, hon eus laosked  unan pe zaou evid ober bleunioù ha goude e vo had. Chom a ra Te ar jardin, fav glas, amarant, kourjetez, ach, karotez melen ha kabusin.... 
- E-barzh ul lec'h ken bihan, n'eo ket posupl ?
- Ge, ge ! ha mad eo ar fav glas...
  

Ar bernig er foñs

IMG_20160515_200615_3
Get troioù-heol ha komkombrez planted e miz Mae
 IMG_20160610_184221_1
 E penn-kentañ miz Mezheven, bez'zo ivez fav glas da grapañ a Guernica ha ach...

Hag e miz Gouere eo ur spont  ! 

Gwezh-frouezh er jardin


Gwez-frouezh er jardin
E miz meurzh e oa ur sapre labour evit plantan gwez-frouezh er vilin nevez  !

2016 02 28
An dafar evit toulliñ
Goude hon eus graet ur staj e miz c'hwrevrer war tailhañ, emboudiñ ha kempenn gwez-frouezh  gant Cyril Macler ur mager-gwez "bio" e aodoù an Arvor, (sellit doc'h http://www.mordusdelapomme.fr/spip.php?article468,) hon eus divizet prenañ gwez-frouezh a glot mat gand ar vro hag hon eus o plantet.
Ne oa ked aes peogwir eo kalet-tre an douar. N'eo ket douar mes atrejoù  er lodenn uhel e-kichen an nor pennañ ha red e oa kemer un morzhol a bouez evid ober toulloù !

Goude-se hon eus kaset douar a-feson ha mailhet ar gwriziennoù get kaoc'h-saout roed geand hon amezegez a zezav saout e-kichen San Degan. Oc'hpennet hon eus teilh roed get Likorn ar boneyez (bez zo kalz...) hag o gwarezet hon eus a-enep al loened ( Likorn pe yourc'hed).
2016 04 04 0112016 04 04 013 
Setu an disoc'h. Kresket o deus tout !

Evid a re a zo dedennet, setu listenn ar gouennoù ag a zo bet plantet :
- gwezennoù-avaloù war  "douger garenn uhel " : Melrose, Winter banana
- gwezennoù-avaloù war "douger garenn grenn" : Neudenn melen (fil jaune)
- gwezennoù-per : Beurré Amaulis, Doyenné du Comice, Kirchensaller(war douger kreñv)
- gwezennoù prun : Queen Victoria (war douger San Julian), Mirabel a Vetz
- gwezenn- figez : Ti Roc'hel
- gwezenn-skav : Franzi
 Setu plan ar jardin get ar gouennoù hon eus plantet

2016 02 22 002
Ar c'hef dafar emboudiñ
Diwezhat e oamp evit prenañ ar gwezennoù, neuze ne oa ket mui ar gouennoù dreist war dougerioù garenn uhel, gwelet e vo ar bloaz -mañ 'za evit plantañ tro dro ar park-lec'h.

Goude ar staj, hon eus graed un nebeud a emboudannedoù, mes n'eo ket sur e vo mat ! 

Setu an dafar evit emboudiñ : eskenn, kountel emboudiñ, koar tomm, gaz-kampiñ, bener, kountel opinel, rafia, alkohol.... 



Setu me é emboudiñ ur "bigaro" àr un wezenn-pabu e mod "kurunenn".Normalamant eo gwelloc'h ober e miz gwengolo, mes dre chans, kreskiñ  a ra !
La greffe en couronne sur merisier
Emboudiñ mod kurunenn



Greffe en fente de prunier sur prunelle
Emboudiñ prun mod "faot"
Emboudet em eus prun àr gwezenn spern du e mod "faot" mes n'o deus ket kresket...



IMG_20160418_163744Oc'hpenn-se hon eus plantet klaz a voujouennoù bodoù kastilhez,  kastilhez-du ha flamboez ruz !