vendredi 29 juillet 2016

Gwezh-frouezh er jardin


Gwez-frouezh er jardin
E miz meurzh e oa ur sapre labour evit plantan gwez-frouezh er vilin nevez  !

2016 02 28
An dafar evit toulliñ
Goude hon eus graet ur staj e miz c'hwrevrer war tailhañ, emboudiñ ha kempenn gwez-frouezh  gant Cyril Macler ur mager-gwez "bio" e aodoù an Arvor, (sellit doc'h http://www.mordusdelapomme.fr/spip.php?article468,) hon eus divizet prenañ gwez-frouezh a glot mat gand ar vro hag hon eus o plantet.
Ne oa ked aes peogwir eo kalet-tre an douar. N'eo ket douar mes atrejoù  er lodenn uhel e-kichen an nor pennañ ha red e oa kemer un morzhol a bouez evid ober toulloù !

Goude-se hon eus kaset douar a-feson ha mailhet ar gwriziennoù get kaoc'h-saout roed geand hon amezegez a zezav saout e-kichen San Degan. Oc'hpennet hon eus teilh roed get Likorn ar boneyez (bez zo kalz...) hag o gwarezet hon eus a-enep al loened ( Likorn pe yourc'hed).
2016 04 04 0112016 04 04 013 
Setu an disoc'h. Kresket o deus tout !

Evid a re a zo dedennet, setu listenn ar gouennoù ag a zo bet plantet :
- gwezennoù-avaloù war  "douger garenn uhel " : Melrose, Winter banana
- gwezennoù-avaloù war "douger garenn grenn" : Neudenn melen (fil jaune)
- gwezennoù-per : Beurré Amaulis, Doyenné du Comice, Kirchensaller(war douger kreñv)
- gwezennoù prun : Queen Victoria (war douger San Julian), Mirabel a Vetz
- gwezenn- figez : Ti Roc'hel
- gwezenn-skav : Franzi
 Setu plan ar jardin get ar gouennoù hon eus plantet

2016 02 22 002
Ar c'hef dafar emboudiñ
Diwezhat e oamp evit prenañ ar gwezennoù, neuze ne oa ket mui ar gouennoù dreist war dougerioù garenn uhel, gwelet e vo ar bloaz -mañ 'za evit plantañ tro dro ar park-lec'h.

Goude ar staj, hon eus graed un nebeud a emboudannedoù, mes n'eo ket sur e vo mat ! 

Setu an dafar evit emboudiñ : eskenn, kountel emboudiñ, koar tomm, gaz-kampiñ, bener, kountel opinel, rafia, alkohol.... 



Setu me é emboudiñ ur "bigaro" àr un wezenn-pabu e mod "kurunenn".Normalamant eo gwelloc'h ober e miz gwengolo, mes dre chans, kreskiñ  a ra !
La greffe en couronne sur merisier
Emboudiñ mod kurunenn



Greffe en fente de prunier sur prunelle
Emboudiñ prun mod "faot"
Emboudet em eus prun àr gwezenn spern du e mod "faot" mes n'o deus ket kresket...



IMG_20160418_163744Oc'hpenn-se hon eus plantet klaz a voujouennoù bodoù kastilhez,  kastilhez-du ha flamboez ruz !




Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire