Labourioù ar gouañv
E miz kalañ-gouiañv, e goulenn ur mignon gant Job un aotre evit krapiñ er gwez. Evel just a respont Job, mes e talv ar poan da servij an dra-se d'ober un dra bennak ! Bez zo amañ 3 gwezenn elv a stank un tamm re an draonienn hag e krogont da vout re-dev. Ma ous gouest da grapiñ ha da lakaat war o c'hef un gravatenn evit tenniñ doc'hte pa vo amzer da troc'hañ anezhe. Ac'hanta ! en deus respontet anezhoñ , Ha eñ d'en em gwiskañ gand ur bleu, ha da gemer un dafar evel a re a grap war ar menezioù uhel ....
![]() |
Goude bout kravatet, o deus tennet mignoned all war ar senklenn evit lakaat anezhe da goueiñ war an tu mat, ur miz goude. ![]() ![]() Ha goude troc'hañ ar c'hoad, un hanter-devezh labour d'ober gant plijadur ![]() |


Bep tra a vehe mat ma n'en deus ket bet kouezhet un wezenn elv d'an tu fall ! Plaouf ! e-barzh ar stang ! Ret e oa implij un tenn-kreñv evit he sachañ betek an douar ha he troc'hañ ! un devezh labour muioc'h !



Er fin, eo achu al labour. Brav eo ar gweledva, heol zo bremañ war an draonienn.


![]() |
| Mes n'eo ket ken aes tremen ar wazh gand ar garigellenn leun a ostilhoù ! |








