Kreskañ a ra mat ar c'hourjetez,
 |
Mes a-wezhoù sec'hed eo ar c'houloudr. Plij a rahe dezhe evañ un tamm dour a dremen just e-tal!
|
Deizoù e oa hon eus nec'het dourañ an ervennoù get dour al lenn ag a zo goloet gand bezhin glas, pa ziskenn live an dour goude an usin dour da evañ en deus kemeret dour. Pad a ra un devezh ha goude o deus laosket dour ar stank Treualre hag a zo 1 km uhelloc'h war ar ster, e ya kuit ar bezhin
 |
| An dra-se a ra just a-us ar rannvell un daolenn brav tre ! |
Ar re-vravañ ar jardin a zo an Amarantus caudatus e galleg "Amaranthe nez d'éléphant", mat eo an del da zebriñ mes er laosket hon eus kreskiñ ken brav int!
 |
| Emaint é tiskouez an oabl ne ro ket awalc'h a c'hlav ! |
 |
| Mesket int etre Te ar jardin, kourjetez ha fav glas |
Bleunioù, plantoù gwez ha legumav a vev asambles evit gwelañ plijadur an amprevaned
 |
| Troioù-heol gand fav da grapañ, |
 |
| Seregenn vras |
 |
| Gwas pe arwas, gand ur marc'h-raden warne |
 |
| Ur sort troell-garzh glas mesket gand fav glas ha saoj ruz |
Setu dija frouezh an diskar-amzer !
 |
| Ur sort kouloudrenn etre fav glas hag ul letuz é bleuniañ |
 |
| Ar re batidou a-us tomatez |
 |
| Ar c'houloudrennoù kistin a ya er-maez ag an ervenn |
 |
| Maïs pop- korn ha fav da grapiñ dirak kaol a Vilan |
Er fin ez eus gopr ar jardinerez :
kourjetennoù gwenn, glas pe ront, fav glas, ognon, betrav.... leun eo ar paner tost bemdez !
