Koulourd ha potimaron a heul ar c'hourgetez, fav sec'h a zo goude fav glas. Dastumet e oa bet an tomatez-kerrez betek miz Kala-gouiañv. Krog a ra al legumaj-gouiañv : karotez melen, kaol ha irvin roz. Dastumet e vez beotez ha ach hep ean ! Re zo ! neuze roet e vez kalz d'an amezein ha eskemmet e vez gant tud SEL An Alre (rouedad tud a eskemm traoù pe servijoù ) Setu o lec'hienn : http://www.net1901.org/association/SEL-DU-PAYS-DAURAY,1365147.html
N'hon eus ket dastummet kalz a verginerez, 2 nemetken, hag unan anezhi a oa bet debret gant melc'hwed ! Neuze, krouet hon eus an oberenn arzel-mañ brav-tre !
![]() |
| Huchadenn ar paotr kozh |
Hag ar greun, petra e vo graet gante ?
Se zo reve ar plantoù. Laosket hon eus da tevaat daou gourjetezenn ha lakaet e vo er-maez e-pad ar gouiañv betek an nevez-amzer, dastumet e vo an had pa vo digoret e-unan ar frouezh.
Gand ar c'houloudr hag ar potimaron int dastumet pa vez debret : loasket e vez ar greun da vreinañ en dour e-pad tro dro 2 sizhun. E gwir, ne vrein nemet ar "c'hig" tro dro an hadennoù, ar re-se a chom difreuz. Goude gwalc'hiñ ha sec'hiñ pe e vez krazet evit debriñ d'an digor-kalon, pe e vez gwarniet en ur golo-lizher evit bout hadet ar bloaz a zeu. Gouiout a ran e vo a wezhoù souezhadennoù peogwir plij a ra d'ar familh ar c'hukurbitased da veskañ o dafar genitek gant kouloudrennoù all hag a zo pell awalc'h !
Laosket m'eus un nebeud panez da vleuniañ hag e miz gwengolo e oa dared ha sech ar greun. Neuze o dastumet m'eus ha hadet m'eus un nebeud anezhe doc'htu peogwir e ouian ne bad ket pell amzer an had panez. Gwelout a rit ar re o deus diwanet buan awalc'h goude en tu dehou a-us ar foto-mañ. Krog a reont kreskiñ e-pad an diskar-amzer
Amzer ar c'histin

Ar blez-mañ e oa bet kouezhet ur c'hlavadenn a gistin ha keneù ! Ne oa ket ur gwir glav, ne oa ket da glemm, nemet ar milinour ne gav ket dour awalc'h evit lakaat da droiñ e durbinoù evit produiñ tredan e penn-kentañ miz Kala-gouiañv !
5 miz sec'hder , n'hon n'eus ket gwelet an dra-se ahoude pell (1976, d'am soñj...)
N'eo ket an houidi a glemm, liesaet o deus e-pad ar seazon brav war bord ar stank ha kavet o deus peadra d'o magañ ha ober druzoni a-raok ar gouiañv ! Menan menan, pegen apetus eo !

Ar pezh souezhusañ eo an "amaranted"
An tan-arvest-mañ gant bizied voulouz a zo "amaranted fri olifant". Dastumet e vo goude o had goude. Mat eo da zebriñ, seblant a ra evel un ed...