Ar re-vihan kentañ
Kroued e oa bet ar bernioù kentañ durand an diskar-amzer e miz Gouel-Mikael war an enezenn gentañ d'un tu pe du d'an hent a ya d'ar rañvell pennañ. Unan a zo retered d'ar Su-Reter e-kichen "saloñs er jardin", an hini all a zo doc'h ar Su. An daou a zo a-dreñv ur moger bihan graed e mein evit kemer tommder an heol ha roiñ bod d'al loened bihan evel al lazarded hag an orvedenned (kavet hon eus unan dija !). Al loened-se a zo gouest da chaseal ar melc'hwed !

Setu an hini kentañ e lec'h e oa bet lakaed ur muzuller glav hag a zo pouezus-tre evit regliñ ar ranvelloù reve kementad ar glav. E miz Gouel-Mikael hon eus plantet sivi, irvin du pe roz, plantoù c'hwezek ha tout an draoù-se a zo kolled etre plouz ha foen evit tremen ar gouañv.

Retered eo an eil bern tu dehou ar rañvell pennañ, doc'h ar Su. Er foñs ez eus ur garzh graet get beuz war bord an hent a-us. An traoù gwenn àr al leur a zo kroguennoù istr evit kerzhoud warne...
Saved eo an daou vern-se gant tammoù koat brein pe sec'h, del sec'h, douar-teilh ar c'hoadoù ag a zo bet dastumed e-kichen an hent a ya d'ar vilin, ha kaoc'h he deus roet deomp poneyez ar vilin "Likorn" eo he anv. Plouzed int gant foen, bezhin ha del glaz ur bod-oranjez ag ar Mexig hon eus troc'het just a-raok.
Setu Likorn he deus debret tout ar foen ! Evit an eskemm, roiñ a ra deomp 2 sailh a gardell bemdez...