War ar blog nevez-mañ e vo komzet jardin.
- Jardinañ en un doare naturel war ul lec'h ispisial ha brav-tre : tro dro ster al Loc'h e-kichen ur vilin ag a zo adkampenet (n'eo ket echu al labour).
- Kroged hon eus labourad er jardin-se a-houde miz Gouel-Mikael 2015.
- Posubl e vo deoc'h heuliañ ar pezh a zo bet graet hag a pezh e vo graet evit krouiñ ur jardin en ur mod naturel tost d'an hentenn "permakultur".
- Implij a reomp ar muiañ posupl traoù adimplijet, nac'hiñ a reomp implij louzoù kimiek ha temzioù. Klask a ran implij an hadennoù m'eus produet pe m'eus eskemmet gant tudoù all ha n'implijan ket hadennoù F1.
- Evel-se m'eus c'houant diskouezh eo posupl jardinañ hep dispign argant, hep distruj ar vuhez naturel ha displeg d'an dud penaoz ober. E brezhoneg eo posupl !
Setu al lec'h e miz Du a-raog e oa leuniet al lenn hag a-raog e oa komenset d'ober ar jardin
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire