jeudi 10 mars 2016

Ar bern bras kentañ

 War ar stern eo ar bern bras !

Kroged e oa bet  krouiñ ur bern bras àr an enezenn e-kreiz e miz an Avent 2015. Lakaed en deus J. pifonoù houarn 2 vetr hirder ha  o sanket en deus e-barzh an douar (kentoc'h traezh ha maen) bep 60 sm evid er harzañ (evel-se ne finvo ket). Goude-se, hon eus lakaet brankennoù bod-kelvez hon eus troc'hed war garzh ar perc'hennaj. D'ar su ez eus ur moger bihan graed gand maen  evit tapout tommder an heol hag evit kaout loened bihan e-barzh. Goude hon eus lakaet tammoù koat sec'h ha brein hon eus kaved er c'hoadoù e-tal al lec'h.

2016 02 01 012
 Brankennoù bod-kelvez zo tro-dro d'ar bern

























2016 02 01 016
Tremen a-us d'an drival evid ar pesked gand ar garigelloù e oa hanez !

2016 02 01 019
E-barzh, tammoù koad a bep seurt !
Edan he botez ar moger bihan tu su ar bern graet gant maen...


2016 02 01 013
Disoc'h un devezh labour gand mignoned SEl  vro an Alre. D'an 13 a viz Genver 2016 e oa !























Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire