N'eo ket echu al labour !
Lakaed hon eus war an tammoù koad ur meskaj teil
ha foen
roed gand "Likorn" ha goude ur gwiskat douar.
 |
| Ar bern douar dastumet er c'hleuzioù an hentoù |
 |
| Bez e euz memes mil-krabaned bihan e-barzh ! |
Un douar du ha brav gand un nebeud greun-traezh ha maen e-barzh.

Lakaed hon eus ur gwiskat douar 20 sm uhelder gand garigelloù (tro dro 250 garigellad !) en ur grogiñ war ar foñs dre ruilhañ war ar bern.
Evid non pas koll douar dre anneuenn ar brankoù bod-kelvez, hon eus lakaed ul linenn maen-glaz unan war bord unan-all.. Fardelled eo an douar evel-se ha ne vo ket re a louzeier "fall" evel-se.
 |
| Ar bern maen-glas |
|
 |
| Staliañ ar maen-glas |
  |
| Ar bern dre an Norzh ha dre ar Su |
Setu ar bern achuet a-houde kreiz miz meurzh ! 22 m hirder, 1.20 m ledaner ha etre 80 sm e-kreiz ha 50 sm war ar bord !
Planted hon eus sivi doc'h an tu Su, hag e-kreiz ar bern chalotez, ognon ruz ha melen, avaloù-douar. Hadet hon eus piz bihan da grapañ pe ket, ar re da zebr pep tra melen, fav ruz, betrav ruz, irvin gwen Daïkon a vro Japan, irvin ruz ront. Adplanted hon eus ognon padus, kraksivolez, letuz, penn-brikol pe brikoli, kaol-irvin ha chom a ra plas e-barzh c'hoazh !
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire