samedi 19 novembre 2016

Amzer ar gounid



 








Koulourd ha potimaron a heul ar c'hourgetez, fav sec'h a zo goude fav glas. Dastumet e oa bet an tomatez-kerrez betek miz Kala-gouiañv. Krog a ra al legumaj-gouiañv : karotez melen, kaol ha irvin roz. Dastumet e vez beotez ha ach hep ean ! Re zo ! neuze roet e vez kalz d'an amezein ha eskemmet e vez gant tud SEL An Alre (rouedad tud a eskemm traoù pe servijoù ) Setu o lec'hienn : http://www.net1901.org/association/SEL-DU-PAYS-DAURAY,1365147.html



N'hon eus ket dastummet kalz a verginerez, 2 nemetken, hag unan anezhi a oa bet debret gant melc'hwed ! Neuze, krouet hon eus an oberenn arzel-mañ brav-tre !
OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Huchadenn ar paotr kozh


Hag ar greun, petra e vo graet gante ?
img_20160926_112217

Se zo reve ar plantoù. Laosket hon eus da tevaat daou gourjetezenn ha lakaet e vo er-maez e-pad ar gouiañv betek an nevez-amzer, dastumet e vo an had pa vo digoret e-unan ar frouezh.
OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Gand ar c'houloudr hag ar potimaron int dastumet pa vez debret : loasket e vez ar greun da vreinañ en dour e-pad tro dro 2 sizhun. E gwir, ne vrein nemet ar "c'hig" tro dro an hadennoù, ar re-se a chom difreuz. Goude gwalc'hiñ ha sec'hiñ pe e vez krazet evit debriñ d'an digor-kalon, pe e vez gwarniet en ur golo-lizher evit bout hadet ar bloaz a zeu. Gouiout a ran e vo a wezhoù souezhadennoù peogwir plij a ra d'ar familh ar c'hukurbitased da veskañ o dafar genitek gant kouloudrennoù all hag a zo pell awalc'h ! 

Laosket m'eus un nebeud panez da vleuniañ hag e miz gwengolo e oa dared ha sech ar greun. Neuze  o dastumet m'eus ha hadet m'eus un nebeud anezhe doc'htu peogwir e ouian ne bad ket pell amzer an had panez. Gwelout a rit ar re o deus diwanet buan awalc'h goude en tu dehou a-us ar foto-mañ. Krog a reont kreskiñ e-pad an diskar-amzer

Amzer ar c'histin

OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Ar blez-mañ e oa bet kouezhet ur c'hlavadenn a gistin ha keneù ! Ne oa ket ur gwir glav, ne oa ket da glemm, nemet ar milinour ne gav ket dour awalc'h evit lakaat da droiñ e durbinoù evit produiñ tredan e penn-kentañ miz Kala-gouiañv !
5 miz sec'hder , n'hon n'eus ket  gwelet an dra-se ahoude pell (1976, d'am soñj...)
















N'eo ket an houidi a glemm, liesaet o deus e-pad ar seazon brav war bord ar stank  ha kavet o deus peadra d'o magañ ha ober druzoni a-raok ar gouiañv ! Menan menan, pegen apetus eo !
 
OLYMPUS DIGITAL CAMERAOLYMPUS DIGITAL CAMERA
 










Ar pezh souezhusañ eo an "amaranted"
An tan-arvest-mañ gant bizied voulouz a zo "amaranted fri olifant". Dastumet e vo goude o had goude. Mat eo da zebriñ, seblant a ra evel un ed...

img_20161002_171531_1














samedi 22 octobre 2016

Tommder bras an hañv


Kreskañ a ra mat ar c'hourjetez,























Mes a-wezhoù sec'hed eo ar c'houloudr. Plij a rahe dezhe evañ un tamm dour a dremen just e-tal! 

 























 Deizoù e oa hon eus  nec'het dourañ an ervennoù get dour al lenn ag a zo goloet gand bezhin glas, pa ziskenn live an dour goude an usin dour da evañ en deus kemeret dour. Pad a ra un devezh ha goude o deus laosket dour ar stank Treualre hag a zo 1 km uhelloc'h war ar ster, e ya kuit ar bezhin

OLYMPUS DIGITAL CAMERA
An dra-se a ra just a-us ar rannvell un daolenn brav tre !

Ar re-vravañ ar jardin a zo an Amarantus caudatus e galleg "Amaranthe nez d'éléphant", mat eo an del da zebriñ mes er laosket hon eus kreskiñ ken brav int!
Emaint é tiskouez an oabl ne ro ket awalc'h a c'hlav !

 Mesket int etre Te ar jardin, kourjetez ha fav glas


Bleunioù, plantoù gwez ha legumav a vev asambles evit gwelañ plijadur an amprevaned



Troioù-heol gand fav da grapañ,
 Seregenn vras

Gwas pe arwas, gand ur marc'h-raden warne
Ur sort troell-garzh glas mesket gand fav glas ha saoj ruz

Setu dija frouezh an diskar-amzer !

Ur sort kouloudrenn etre fav glas hag ul letuz é bleuniañ
Ar re batidou a-us tomatez

Ar c'houloudrennoù kistin a ya er-maez ag an ervenn
Maïs pop- korn ha fav da grapiñ dirak kaol a Vilan 


















  














Er fin ez eus gopr ar jardinerez :  

kourjetennoù gwenn, glas pe ront, fav glas, ognon, betrav.... leun eo ar paner tost bemdez !





jeudi 25 août 2016

An hañv eo !

 An hañv eo ! Strujusted ha leizh !

Foto : Basile Montagne
D'an 3 a viz Gouere, ar bern bras gwelet d'an tu all d'al lenn

Foto : Basile Montagne


Foto : Basile Montagne

Foto : Basile Montagne
Patatez gant bleunioù,
Er foñs, piz bihan é krapiñ














War bord al lenn, kapusin, amarant, kourjetez a Nis



















Beotez lieslivet, irvin ha ognon














Fav, roked pe roched, Irvin ha ognon mesket









E fin miz Mezheven hag e miz Gouere, e ya da stankaat an dastumadegoù

 


 Serriñ patatez "Charlotte" ha Vittelotte" gand ar vugale

 











 Piz bihan, piz da zebriñ bep tra melen, ognon gwenn, fav ha betrav ruz da rannañ a wezhoù gand ar muenned...

Plantañ pour



Hadennoù koriandr hag anet







 

 Goude gounid ar batatez e vez priañtet ar gouañv en ur blantañ ar pour am eus hadet e miz c'hwevrer e-barzh un ti-gwer plastek. Dalc'hiñ a reomp hadiñ, amañ : Koriandr hag anet.

 

 

 

 



vendredi 29 juillet 2016

Disoc'hoù kentañ kennerzhus



Krog a ra an ervenn da c'hlasaat da vad e miz Mae. 

Dastumed hon eus an irvinnoù kentañ  etre ar letuzennoù, edan ar sezo a vro Sina...

recolte radis

Amzer da blantañ ar c'hourjetez hag an troioù-heol 

14635776833112016 05 15 163

pa eo J é kampenn an toull evit kas an dour edan ar bern pa z'eus re a zour.

 

 Pegen brav é welout dre a-us ar saladennoù war an ervennoù !

IMG_20160522_193118

E miz Mezheven e grap buan ar piz bihan. 

Brav kenañ eo ar fav hag ar beotez lieslivet. Diwan a ra ar fav glas pe sec'h. Kreskañ a ra buan an ognon hag ar chalotez. 

IMG_20160610_184142_1

 Lakaed hon eus ur c'hael evit an  tomatez, ar fav da grapañ ha ar maïs pop-korn.
A feson eo ar roked. En em chikañ a ra an aroch hag ar patatez.

IMG_20160610_184036_1 

IMG_20160610_184000_1

Krog a ra ar sivi d'ober frouezh

Mes, siwazh, edan an avaloù-douar a gresk re int ! Aet eo ar sezo a vro Sina e bleunioù, mat e vo evit ober had !

IMG_20160610_183844

Hag eo ret plouzañ mat

gand an amzer sec'h a grog, foata ket sellout doc'h an douar...