Krog a ra an ervenn da c'hlasaat da vad e miz Mae.
Dastumed hon eus an irvinnoù kentañ etre ar letuzennoù, edan ar sezo a vro Sina...Amzer da blantañ ar c'hourjetez hag an troioù-heol
pa eo J é kampenn an toull evit kas an dour edan ar bern pa z'eus re a zour.
Pegen brav é welout dre a-us ar saladennoù war an ervennoù !
E miz Mezheven e grap buan ar piz bihan.
Brav kenañ eo ar fav hag ar beotez lieslivet. Diwan a ra ar fav glas pe sec'h. Kreskañ a ra buan an ognon hag ar chalotez.

Lakaed hon eus ur c'hael evit an tomatez, ar fav da grapañ ha ar maïs pop-korn.
A feson eo ar roked. En em chikañ a ra an aroch hag ar patatez.






Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire