Gwez-frouezh er jardin
E miz meurzh e oa ur sapre labour evit plantan gwez-frouezh er vilin nevez !
 |
| An dafar evit toulliñ |
Goude hon eus graet ur staj e miz c'hwrevrer war tailhañ, emboudiñ ha kempenn gwez-frouezh gant Cyril Macler ur mager-gwez "bio" e aodoù an Arvor, (sellit doc'h http://www.mordusdelapomme.fr/spip.php?article468,) hon eus divizet prenañ gwez-frouezh a glot mat gand ar vro hag hon eus o plantet.
Ne oa ked aes peogwir eo kalet-tre an douar. N'eo ket douar mes atrejoù er lodenn uhel e-kichen an nor pennañ ha red e oa kemer un morzhol a bouez evid ober toulloù !
Goude-se hon eus kaset douar a-feson ha mailhet ar gwriziennoù get kaoc'h-saout roed geand hon amezegez a zezav saout e-kichen San Degan. Oc'hpennet hon eus teilh roed get Likorn ar boneyez (bez zo kalz...) hag o gwarezet hon eus a-enep al loened ( Likorn pe yourc'hed).

Setu an disoc'h. Kresket o deus tout !
Evid a re a zo dedennet, setu listenn ar gouennoù ag a zo bet plantet :
- gwezennoù-avaloù war "douger garenn uhel " : Melrose, Winter banana
- gwezennoù-avaloù war "douger garenn grenn" : Neudenn melen (fil jaune)
- gwezennoù-per : Beurré Amaulis, Doyenné du Comice, Kirchensaller(war douger kreñv)
- gwezennoù prun : Queen Victoria (war douger San Julian), Mirabel a Vetz
- gwezenn- figez : Ti Roc'hel
- gwezenn-skav : Franzi
Setu plan ar jardin get ar gouennoù hon eus plantet
 |
| Ar c'hef dafar emboudiñ |
Diwezhat e oamp evit prenañ ar gwezennoù, neuze ne oa ket mui ar gouennoù dreist war dougerioù garenn uhel, gwelet e vo ar bloaz -mañ 'za evit plantañ tro dro ar park-lec'h.
Goude ar staj, hon eus graed un nebeud a emboudannedoù, mes n'eo ket sur e vo mat !
Setu an dafar evit emboudiñ : eskenn, kountel emboudiñ, koar tomm, gaz-kampiñ, bener, kountel opinel, rafia, alkohol....
Setu me é emboudiñ ur "bigaro" àr un wezenn-pabu e mod
"kurunenn".Normalamant eo gwelloc'h ober e miz gwengolo, mes dre chans,
kreskiñ a ra !
 |
| Emboudiñ mod kurunenn |
 |
| Emboudiñ prun mod "faot" |
Emboudet em eus prun àr gwezenn spern du e mod "faot" mes n'o deus ket kresket...

Oc'hpenn-se hon eus plantet klaz a voujouennoù bodoù kastilhez, kastilhez-du ha flamboez ruz !