samedi 19 novembre 2016

Amzer ar gounid



 








Koulourd ha potimaron a heul ar c'hourgetez, fav sec'h a zo goude fav glas. Dastumet e oa bet an tomatez-kerrez betek miz Kala-gouiañv. Krog a ra al legumaj-gouiañv : karotez melen, kaol ha irvin roz. Dastumet e vez beotez ha ach hep ean ! Re zo ! neuze roet e vez kalz d'an amezein ha eskemmet e vez gant tud SEL An Alre (rouedad tud a eskemm traoù pe servijoù ) Setu o lec'hienn : http://www.net1901.org/association/SEL-DU-PAYS-DAURAY,1365147.html



N'hon eus ket dastummet kalz a verginerez, 2 nemetken, hag unan anezhi a oa bet debret gant melc'hwed ! Neuze, krouet hon eus an oberenn arzel-mañ brav-tre !
OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Huchadenn ar paotr kozh


Hag ar greun, petra e vo graet gante ?
img_20160926_112217

Se zo reve ar plantoù. Laosket hon eus da tevaat daou gourjetezenn ha lakaet e vo er-maez e-pad ar gouiañv betek an nevez-amzer, dastumet e vo an had pa vo digoret e-unan ar frouezh.
OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Gand ar c'houloudr hag ar potimaron int dastumet pa vez debret : loasket e vez ar greun da vreinañ en dour e-pad tro dro 2 sizhun. E gwir, ne vrein nemet ar "c'hig" tro dro an hadennoù, ar re-se a chom difreuz. Goude gwalc'hiñ ha sec'hiñ pe e vez krazet evit debriñ d'an digor-kalon, pe e vez gwarniet en ur golo-lizher evit bout hadet ar bloaz a zeu. Gouiout a ran e vo a wezhoù souezhadennoù peogwir plij a ra d'ar familh ar c'hukurbitased da veskañ o dafar genitek gant kouloudrennoù all hag a zo pell awalc'h ! 

Laosket m'eus un nebeud panez da vleuniañ hag e miz gwengolo e oa dared ha sech ar greun. Neuze  o dastumet m'eus ha hadet m'eus un nebeud anezhe doc'htu peogwir e ouian ne bad ket pell amzer an had panez. Gwelout a rit ar re o deus diwanet buan awalc'h goude en tu dehou a-us ar foto-mañ. Krog a reont kreskiñ e-pad an diskar-amzer

Amzer ar c'histin

OLYMPUS DIGITAL CAMERA
Ar blez-mañ e oa bet kouezhet ur c'hlavadenn a gistin ha keneù ! Ne oa ket ur gwir glav, ne oa ket da glemm, nemet ar milinour ne gav ket dour awalc'h evit lakaat da droiñ e durbinoù evit produiñ tredan e penn-kentañ miz Kala-gouiañv !
5 miz sec'hder , n'hon n'eus ket  gwelet an dra-se ahoude pell (1976, d'am soñj...)
















N'eo ket an houidi a glemm, liesaet o deus e-pad ar seazon brav war bord ar stank  ha kavet o deus peadra d'o magañ ha ober druzoni a-raok ar gouiañv ! Menan menan, pegen apetus eo !
 
OLYMPUS DIGITAL CAMERAOLYMPUS DIGITAL CAMERA
 










Ar pezh souezhusañ eo an "amaranted"
An tan-arvest-mañ gant bizied voulouz a zo "amaranted fri olifant". Dastumet e vo goude o had goude. Mat eo da zebriñ, seblant a ra evel un ed...

img_20161002_171531_1














Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire