mercredi 6 avril 2016

Hadañ evit ar jardin


Hadennoù kentañ

E fin miz Gouel Mikael e oa bet hadet e-barzh ur bailh peadra plantañ e-barzh ar bern da-zont :  : 
roked, sezv a vro Sina, perisilh ha irvin roz a vro Sina get hadennoù am boa produet ma -unan 
ar bloaz paset.








2015 10 19 0092016 02 17 007 
 Ar bailh hadet get A (10 blez) ha goude un nebeud mizioù gand ar plantoù yaouank prest da vout plantet. 

2016 03 28 013 Hadiñ piz bihan a-raok ar re-all                         Ne oa ket prest ar bern bras e miz c'hwevrer, neuze hon eus hadet piz e-barzh bouteilhoù plasteg en ur heuliañ an hentenn " Jardin bihan ar skolerion". Sellit doc'h http://lepetitjardin22.canalblog.com/. Diwaned o deus an hadennoù buan edan ur gouel gwenn. Setu amañ ar plantoù yaouank d'an 13 a viz meurzh just a-raok bout planted evel eo diskouezhed amañ.


Decoupage de la bouteille 
 Troc'hed  eo ar vouteilhenn dre gaerig , kemered e vez ar blantenn yaouank gand an douar a zo e-barzh ar voutailhenn ha lakaed e vez e-barzh un doullenn en douar. Ar pal a zo plantañ anezhe gand o moudenn. Evel-se e vez gouniet 3 sizhun amzerd'an nebeutañ  d'ar piz bihan !

2016 03  13 053
Gand an aon e vehent  debret gand ar pichoned hon eus lakaet brankoù spern du evid o gwarniañ...

Produed m'eus ma hadennoù ma-unan ar bloaz paset, hag m'eus eskemmet kalz anezhe gant tud ar gevredigezh "Kaol-kozh". Klask a reont gwarniañ ha skignañ an hadennoù kozh ha lec'hel. Sellit doc'h http://kaolkozh5.blogspot.fr/

Graed hon eus hadennoù e-barzh ur bailh brasañ gant tost ar memes doare d'ober ur bern :  koad er foñs, goude teilh ha goude douar-teilh mesked gand traezh. Soñj a reomp e vo tommet dre zindan un nebeud gant teilh ar boneyez !
Lakaed hon eus a-us ur werenn ( fenestr kozh adimplijet) ha ur sizhun goude grog a ra da ziwañ al letuz e penn kentañ miz Ebrel!
                                                                                                                                                                  










Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire