lundi 3 juillet 2017

Un eil ervenn vras

les bambous et du bois
Bambou ha koad e plas an ervenn dazont

Serret hon eus e-pad ar gouañv tro dro 250 korzenn bambou ha kement se a brankoù kistin, haleg hag onn evit aozañ un eil ervenn vras. Lañset e oa bet an chanter e miz c'hwevrer get mignoned ar SEL hag amezeion. Setu ar chanter goude an devezh kentañ, d'ar 15 a viz c'hwevrer e oa : 

fin du premier jour
Fin an devezh kentañ

 

 

le muret de pierres
Ar moger mein e su an ervenn


fin du deuxième jour
Fin an eil devezh
          

 








 

War an tu Su hon eus aozet ur mogerig get neizhioù evit an amprevaned etre an tammoù mein. D'an tu reter hon eus lakaet brankoù koad evit ober heñvel d'an tu all an hent. Ur skipailh en deus lakaet tammoù kaod brein ha skourroù e-kreiz an ervenn dazonet. A-dreñv e welit ar bambouioù e vo staliet war houarnennoù betons plantet en douar. Setu ar pezh diaesañ d'ober peogwir eo leun a vein an douar.

OLYMPUS DIGITAL CAMERAOLYMPUS DIGITAL CAMERA

An deiz war-lec'h leuniet e oa bet etre an daoù genkiz get delioù sec'h, teil-douar...

Ar c'henkiz bambou tost echu
Kemer kaoc'h ar bonedez
An ervenn leun a zelioù
Ged ur gwiskad foen ha kaoc'h 

Evit echuiñ ur gwiskad douar ag ar c'hleuzioù straedoù e oa bet roet deomp ar blez paset. Ret e oa kas an douar get garigelloù war plankennoù koad lakaet war ar bern en ur c'hrogañ dre foñs an ervenn.

le tas de terre récupéré
An douar da gemer
les poubelles de terre
Ar poubellenoù leun a zouar ha Likorn
le chemin de planches pour les brouettes
An hent koad evit ar garigelloù
remplissage de terre et
Leuniet eo get douar
bordures d'ardoises...
Bordet eo get mein-glas

 Tu zo plantañ ha hadañ bremañ mes edan ur gouel evit o gwareziñ doc'h ar gwazi ! 

le 25 mars
D'ar 25 a viz meurzh
le 19 avril
D'ar 19 a viz Ebrel


1 commentaire: