![]() | ||
| Bambou ha koad e plas an ervenn dazont |
Serret hon eus e-pad ar gouañv tro dro 250 korzenn bambou ha kement se a brankoù kistin, haleg hag onn evit aozañ un eil ervenn vras. Lañset e oa bet an chanter e miz c'hwevrer get mignoned ar SEL hag amezeion. Setu ar chanter goude an devezh kentañ, d'ar 15 a viz c'hwevrer e oa :
![]() | |
| Fin an devezh kentañ |
![]() | ||||
| Ar moger mein e su an ervenn |
![]() | |||||||||||||||||||
| Fin an eil devezh |
War an tu Su hon eus aozet ur mogerig get neizhioù evit an amprevaned etre an tammoù mein. D'an tu reter hon eus lakaet brankoù koad evit ober heñvel d'an tu all an hent. Ur skipailh en deus lakaet tammoù kaod brein ha skourroù e-kreiz an ervenn dazonet. A-dreñv e welit ar bambouioù e vo staliet war houarnennoù betons plantet en douar. Setu ar pezh diaesañ d'ober peogwir eo leun a vein an douar.
An deiz war-lec'h leuniet e oa bet etre an daoù genkiz get delioù sec'h, teil-douar...
![]() |
| Ar c'henkiz bambou tost echu |
![]() |
| Kemer kaoc'h ar bonedez |
![]() |
| An ervenn leun a zelioù |
![]() | |
| Ged ur gwiskad foen ha kaoc'h |
Evit echuiñ ur gwiskad douar ag ar c'hleuzioù straedoù e oa bet roet deomp ar blez paset. Ret e oa kas an douar get garigelloù war plankennoù koad lakaet war ar bern en ur c'hrogañ dre foñs an ervenn.
![]() |
| An douar da gemer |
![]() |
| Ar poubellenoù leun a zouar ha Likorn |
![]() |
| An hent koad evit ar garigelloù |
![]() |
| Leuniet eo get douar |
![]() |
| Bordet eo get mein-glas |
Tu zo plantañ ha hadañ bremañ mes edan ur gouel evit o gwareziñ doc'h ar gwazi !
![]() |
| D'ar 25 a viz meurzh |
![]() |
| D'ar 19 a viz Ebrel |

















Good job.
RépondreSupprimer