samedi 5 mars 2016

Istor al lec'h

cpa moulin neuf  4
Un istor hir en deus al lec'h evel e tiskouezh ar gartenn-bost mañ. E penn-kentañ ar XXet kantved e oa dija ul lenn. Etre an daou rañvell e oa un enezenn e-kreiz gant gwez-avaloù. Distrujed eo bremañ ar savadurioù ag ar XVIIet pe ar XVIIIet kantvet.

Unan ag ar milinoù nevez e oa. Bez e oa gwirioù da valañ a-houde 1756. D'an amzer-se e oa implijet kalz muioc'h a-vremañ bep lec'h e-kichen ar sterioù. Ar saout a yae da evañ an dour, gouniet e veze avaloù... Muioc'h a goulo e oa peogwir ne oa ket ken uhel a-vremañ ar gwez e-kichen ar ster.

 cpa moulin neuf2

War ar foto-mañ ez eus ur savadur get 3 staj savet e fin an XIXet kantvet. Distrujed e oa bet ar savadurioù bihan all. En ur stad mad eo c'hoazh ar fardell hag ar ranvelloù.

Labouret en deus betek 1990 ar vilin "Fraval" un embregerezh etre artizan hag ijinerezh. Goude eo bet gwerzhet d'ar "milinoù Paris" . Prenet en deus al lec'h  un den privez en ur soñjal talvoudekaad ul lec'h gand ur galloudezh energiezh ken pouezus. Goude ul labour netaat bras, lakaed en deus ar perc'henn div droigellez evit gounit tredan gand ur galloud 36 kW/e hag a zo bet igoret d'ar 27 a viz Du 2015.

turbine 27 11 2015

1 commentaire: